retour à la page d'accueil

pages 562, 563, 564, 565

Pages 562, 563, 564, 565

*******

Navet devez a viz Eost

SANT JERMEN

Eskob Auxer (390-448)


Germen a oe ganet en Auxer, a dud a ligne uhel. Goude bezan bet en skoliou brudetan Bro-C'hall, ec'h eas Rom da studian evit bezan advokad. Ne zaleas ket da vezan unan eus ar re zesketan war al lezennou. Ar gouarner Stilikon, a rê stad anezan, hen dimezas d'eur plac'h pinvidik hag a ligne uhel eveltan, hag hen digasas da Auxer evel komt, da lavaret eo, evit bezan en penn an arme, en hano an impalaer Honorius. N'en devoa ket kalz a amzer, rak er mare-ze, ar gouezidi eus tu an hanter-noz, Vandaled ha Burgonded, a zailhe a bep tu war ar vro. Jermen a enebas start oute hag o diarbennas.

Ar pennadou ehan a vije lezet gantan a roë d'ar chase. Al loened goue a oa stank en koajou bras ar vro. En distro eus e chaseou, Jermen en devoa kemeret ar c'hiz da stagan pennou al loened en deveze tapet ouz eur wezen a oa en kreiz kêr. Ar wezen-ze a zervije d'an Drouized evit o lidou, ha dre ze e oa sakr evit ar baganed; ar bobl a deue d'ober dansou endro d'ezi en noz. Amator, eskob Auxer, a c'hourdrouzas ar c'homt, abalamour d'ar skouer fall a roë, hag eun devez, epad ma oa o chaseal, e reas diskar ar wezen. Jermen, droug ennan, a douas ober d'an eskob ar pez en devoa grêt heman d'ar wezen. Mes e gounnar ne badas ket; eun den leal oa, ha komprenet en devoa buhan e oa ar fazi eus e goste.

Nebeut goude-ze, er bla 418, an eskob koz, sklerijennet gant Doue war de e varo ha war hano an hini a dlee kemer e blas, a c'halvas ar bobl d'an iliz. Jermen a yeas gant ar re-all. An eskob santel a roas da anaout ar c'helou deut d'ezan a-beurz Doue : e oa tost ar maro evitan, hag an evoa bet anaoudegez eus an hini a dlee kemer e blas. « C'houi, ma mab, emezan, en eur vont war eun warzu Jermen, eo an hini a zo dibabet gant Doue. En em laket en stad da zigemer ar zamm ponner a zo warnez kouezan war ho tiouskoaz. » Ha hep lezel amzer gant ar c'homt yaouank da respont, en em droas warzu ar bobl : « Mat e kavet kaout Jermen da eskob ? » « Amen : evelse bezet grêt ! » a respontas ar bobl raktal.

Jermen a chome sebezet dirak eun hevelep tra. Mes gant aon da vont eneb bolonte Doue, ne enebas ket. Teurel a reas e zilhad a vestr arme, ha d'an daoulin dirak an eskob, e resevas an Urziou kentan. Eun nebeut deveziou goude, e oe beleget. E bried, ken kalonek hag hen, a 'n em reas leanez. O madou bras a oe rannet etre ar beorien. An eskob Amator a varvas prest goude, ha Jermen, daoust d'ar c'hoant en devoa bet da souz, a renkas kemer e blas.

Neuze e chenchas a-grenn e zoare bevan. Pinijen ebet ne oa kalet awalc'h evitan : eun tamm bara heiz soubet en dour, eur wech bemde, setu e vevanz; eur planken goloet a ludu, setu e wele; e beden a oa heb ehan. Evit kaout muioc'h a amzer da rei d'ezi, e lake an noz da astenn an de; ne roë d'ar c'housked nemet ar pez a oa red evit miret e yec'hed. Lakat a reas sevel, en tu-all d'ar stêr Yonn, eur manati, hag eno en em denne alïes er sioulder, evit bezan tostoc'h da Zoue.

Er c'houlz-ze, fals-kreden ar Morvan, (1) a lavare n'en devoa an den ezom ebet eus gras Doue evit ober e zilvidigez, a oa êet ar vrud anezi e-touez Bretoned Breiz-Veur. Beleien ar vro-ze, dic'halloud dirak an heretiked, a c'houlennas skoazel digant ar pab Selestin I. Heman a zigasas kemennadurez da eskibien Bro-C'hall da zibab daou aneze evit mont da zikour iliz Breiz-Veur. Eskob Auxer, Jermen, hag eskob Troa, Loup, a oe dibabet gante evit ar gefridi-ze. Ar pab a gavas mat ar pez o devoa grêt, hag a roas da Jermen ar c'halloud a gannad. An daou eskob, goude bezan laket urz en o eskoptiou, a 'n em lakas en hent.

O beach dre Vro-C'hall a oe eur bale enorus. Digemer bras a gavjont en pep lec'h.

Digouezet en Breiz-Veur, Jermen a zastumas eskibien ha beleien ar vro en eur c'honsil. An heretiked a oe pedet da zont da zisplegan o c'hredennou; mes kemeret o devoa an tec'h. Sant Jermen ha sant Loup a yeas neuze dre ar c'hêriou hag ar bourkou evit prezek ar gwir fe. Ar miraklou a rênt ha santelez o bue a reas muioc'h eget o c'homzou evit distrei an dud. O welet ar c'hollou a rênt, unan eus ar re droetan war gelennadurez ar Morvan a lavaras mont da c'houren oute. Lezet e oe, hen hag e gonsorted, da dibuni o c'huden pen-da-ben. Neuze, an daou zant a ziskouezas d'eze sklêr ha splann ec'h eent eneb ar Skritur-Zakr ha skridou an Tadou Santel. Ar bobl a oe lorc'h ennan o welet en pe du ec'h ee ar gonid. En keit ze, eur zoudard breizad a zigasas e verc'h ganet dall evit ma vije pareet gant an eskob santel. « En em erbedet ouz ar morvaned, a lavaras Jermen; mar deo gwirion o fe, Doue hen diskouezo dre eur mirakl. » Kaer o devoe ar re-man pedi, ar verc'h a chôme dallez. Jermen neuze a lakas war he daoulagad eur voestig relegou a zouge warnan bepred. Kerkent ar plac'hig a welas sklerijen an de. Daerou a joa hag a anaoudegez vat a redas eus daoulagad an holl. Ar fe gwirion a oe trec'h, hag herezi ar Morvan a oe diskaret evit eur pennad mat.

Ar zant en devoe eul labour-all dishenvel d'ober en Breiz-Veur. D'ar mare-ze, eur bagad gouezidi, ar Pikted hag ar Skoted, a oa diskennet war douar ar Vretoned hag a venne dismantr ar vro dre an tan hag ar c'hleze. Ar re-man a c'houlennas skoazel an daou eskob. Jermen a deuas da zonj d'ezan e oa bet gwechall en penn an arme. En em lakat a reas en penn ar Vretoned ha, pa gavas an tu, e tigoras ar c'hrogad gant ar gouezidi. Amzer Fask a oa; kemennet en devoa d'e dud youc'hal a-bouez penn : Alleluia, en eur zailhat war o enebourien; sentet e oe outan. Pôtred ar skod-tân hag ar skrab, spontet holl, a gemeras buhan ha buhan an tec'h. Park an emgann a oe galvet a-c'houdevez Mêz Jermen. Ac'hane, hep mar, eo deut devosion ar Vretoned evit sant Jermen.

Dizro da Auxer, e talc'has gant e vue pinijennus. Bepred war evez eus ezommou e dud, setu hen adarre en hent, war-dro ar bla 444, warzu Arl, evit goulenn digant ar prefed ma vije dizammet e bobl eus eul loden eus an tailhou. E c'houlenn a oe chilaouet : den n'halle enebi outan, rak ar miraklou a goueze diouz e zaouarn stank evel ar gliz-mintin war yeoten ar prajou.

Brud eus ar zant a oa en peb lec'h, ha war gresk ec'h ee bemde. Darempredet oa gant an dud a renk uhelan. Daoust da ze, e chome izel a galon evel eur c'hrouadur.

Kerkent ha distro da Auxer, eus eun eil beach en doa renket ober en Breiz-Veur evit stardan al labour grêt en dro gentan, e kavas e-tal e zor, deut d'en em erbedi outan, Arvoriz Breiz-Vihan, hon c'hendadou d'imp-ni. Ar re-man a c'houlenne skoazel eneb an Alaniz a venne sailhat war o bro. Prometi a reas ar zant d'eze mont betek Valantinian III, impalaer Rom, evit o difenn, ha mont a reas en hent betek Ravenn. Eno e oe fin d'e veajou; Doue a deuas da rei d'ezan kurunen ar baradoz evit hen digoll eus e holl boan, d'an 31 a viz gouere 448. Goulennet en devoa, arôk mervel, ma vije digaset e relegou da Auxer, ha grêt a oe herve e c'houlenn.

-----------


(1) Morvan pe Vorgan. da lavaret eo, den a vor, hanvet Pelaj gant ar C'hresianed hag ar Romaned.

 

*******

B O K E D

Heman eo an hini en deus grêt treo bras dirak Doue, ha leuniet eo bet ar bed holl gant e gelennadurez. Goulenn a ra pardon evit pec'hejon an holl boblou. Heman eo an hini en deus disprijet bue ar bed-man, hag en doare-ze, eo en em gavet en rouantelez an nenv; goulenn a ra pardon evit pec'hejou an holl boblou.

BREVIER ROM.

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica