retour à la page d'accueil

pages 430, 431

pages 430, 431

*******

 


Unnekvet devez a Vezeven

SANT BARNABAS

Abostol ha Merzer (61)


Barnabas, Joseph eus e hano kentan, a oa eur judeo, a ouenn Levi, hag a c'hanas en enezen Chypr.  E dud o vezan pinvidik bras, a gasas anezan d'ar skol da Jeruzalem, gant Gamaliel, brudetan kelenner a oa eu amzer-ze. Eno e reas anaoudegez gant Saul ha gant Stephan.

0 klevet Jezuz o rei e gelennadurez, hag o welet ar burzudou a rê d'he harpan, e kredas e oa ar Zalver, hag en em lakas en renk e ziskibien.

D'ar Pantekost, ar Spered-Glan a ziskennas warnezan evel war an diskibien-all. Bezan a oe ar c'hentan da werzan e vadou, ha da zigas ar pez en devoa bet evite da zant Per. Adalek an de-ze, prins an Ebestel en devoe eur garante vras evitan hag hen hanvas Barnabas, da lavaret eo, « Mab ar frealzidigez, » abalamour n'en devoa ket e bar da louzaoui ar c'halonou gouliet.

Eun den oa, eme ar Skritur-Zakr, hag a oa leun eus ar Spered-Santel.

Sant Pol o vezan bet gonezet d'ar le, d'e dro, a c'hoantaas mont da Jeruzalem da welet sant Per. Kaout a reas eno sant Barnabas, e gamarad-skol gwechall, ha heman e gasas da di sant Per ha da di sant Jakez.

Goude-ze ec'h ejont o-daou da brezek ar fe da Antioch. Eur bla pen-da-ben e chomjont er gêr vras-ze. Prezek a rejont gant kement a frouez ma c'honezjont eleiz a dud da Jezuz-Krist.

Goude bezan bet sakret eskob o-daou (44), ec'h ejont gant Yan Mark, eur c'henderv da Varnabas, da gas ar C'helou-Mat betek enezen Chypr; dont a rejont a benn eus ar gouarner Sergius Paulus e-unan. Eus ar Chypr ec'h ejont da Berge; Yan Mark ne c'hoantae ket mont pelloc'h hag a zisroas ac'hane da Jeruzalem; eus a Berge ec'h ejont da Ikon, hag eus a Ikon da Lystr. Eno e parejont eun den ganet dall; ar burzud-ze a zouezas kement  ar baganed ma kemerjont aneze evit daou zoue, ha ma klaskjont lazan koleou en o enor; mes hepdale en em gavas Judevien Ikon en Lystr, hag ar re-man a lakas Lystriz da vont en o eneb; Pol a oe hanter-lazet a dôliou mein ; an de war-lerc'h e c'hallas kaout Barnabas hag e tizrojont da Antioch.

Er bla 5l, e pignjont o-daou da Jeruzalem, evit en em glevet gant an ebestel-all.

Goude-ze en em zispartijont, rak Barnabas a c'hoantaas kas adarre gantan e genderv Yan Mark, ha Pol, o vezan m'hen c'have re bennadus, ne falvezas ket gantan e welet o vont d'e heul, hag a gemeras Silas da vont gantan.

Barnabas hag e genderv a yeas da enezen Chypr, elec'h ma labourjont gant aked da ziazezan ha da astenn rouantelez Jezuz-Krist, hag elec'h ma teuas ar verzerenti da rei d'eze ar c'hurunennou mein presius a skedo war o zâl epad an holl eéternité.

------------


KENTEL


Spered Doue ha sperejou eneb Doue


Barnabas a oa leun eus ar Spered-Glan. Ar Spered-Glan eo Spered Doue, hag ar spered-ze a zo eur spered a garante a ra d'imp karet bon nesan ha Doue da gentan; eur spered a beuc'h, a ra d'imp gouzanv pep tra, hep rei bon unan netra da c'houzanv; eur spered a c'hlanded, a ra d'imp tec'hel diouz kement hon dougfe d'an droug; eur spered a humilite, a ra d'imp en em anaout evit ar pez mac'h omp; eur spered a zentidigez, a ra d'imp plegan d'ar re o deus galloud warnomp.

Bezan ez eus ive tri seurt spered kontrol-beo da hini Doue; spered ar bed, spered Satan ha spered ar c'hig. Spered ar bed a lak an den da glask ar gloar hag an enor; spered Satan hen doug d'ar gasoni ha d'ar venjanz; spered ar c'hig hen tro war ar skanvadurez ha war au hudurnez.

Gwelet pehini eus ar sperejou-ze a heuilhet ? Gwelet pehini aneze o fevar a zo ouz ho kouarn ? Pe hini Doue, pe hini Satan, pe hini ar bed, pe hini ar c'hig ?

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica