retour à la page d'accueil

pages 348-349-350

Pages 348-349-350

*******

Unnekvet devez a viz Mae

Sant Fransez a Girolamo

Eus a Gompagnunez Jezuz (1642-1716)

-----


Fransez a deuas er bed en Grotailh, eur gêriaden tost da Darant, en Itali, d'ar 17 a viz gwengolo 1642. 

Ar c'hosan oa eus a unnek. E gerent, o welet e aked 'vit ar studi hag ar beden, hen lakas war an hent da vont da veleg, ha d'an 18 a viz meurz 1666, e pigne ouz an ôter.

Pemp bla goude-ze, e oa digemeret en Kompagnunez Jezuz.

Diskouez a reas kaout c'hoant da vont d'an Indez pe d'ar Japon da brezek ar fe ha da skuilh, marteze, e wad evit Jezuz-Krist.

« Evidoc'h c'houi, a lavaras e vistri d'ezan, an Indez hag ar Japon a zo en Napl; ar broudou hag an drein a gavfet en ho labouriou pemdeziek a vezo hom merzerenti. »

Eur wech laket e loden d'ezan, Fransez a stagas da boanial a galon vat. N'en devoa, epad an tri bla kentan, netra d'ober nemet gervel an dud da dostât ouz an dôl zantel, da drede sul ar miz.

Kement a aked a lake d'ober ar pez a oa en e garg, ma veze gwelet betek ugent mil den, er mêmes sulvez, o taoulinan ouz tol ar zakramant. Epad daou-ugent vla, ne reas nemet prezek, kovez ha lakat an dud da gommunian.

Helavar oa meurbed en e brezegennou; diskouez a rê pegen fall eo ar pec'hed, pegen striz barnedigez Doue, gant komzou ken frêz, ma lake ar c'hlac'har da denerat kalonou ar bec'herien ar re galedetan; goude-ze e tiskoueze trugare divent Jezuz-Krist, gant komzou ken c'houek, rna teue a benn da lakat kement hini a deue d'e zelaou da zaoulinan en lez-varn ar binijen.

Ne oa ket evit gouzanv an disteran mank a zoujanz en kenver sakramant an ôter. Eun devez, en em lakas da c'hourdrouz da vat eun itron vras, abalamour m'oa chomet azezet epad ar gorreou, en oferen.

Karet a rê ive ar Werc'hez Vari gant eur garante dener. Epad daou vla warn-ugent e prezegas eur wech ar zun en he enor, hag alia rê an dud yaouank a felle d'eze bale dinec'h war hent ar fumez, d'en em erbedi alïes ouz Mamm Doue.

Lenn a rê er c'halonou, ha kâs en devoa ouz an dud na deuent da govez nemet evit ober zeblant.

Eun devez, e teuas d'e gaout eun devodez hag a oa en gortoz bezan digemeret mat. Fransez, dal m'he gwelas, a lavaras d'ezi, treut e gomz :

- Et diwar ma zro. Nag e c'haillfen, ne garfen ket ho selaou er gador-govez !

- Petra ? eme ar plac'h, sebezet holl gant eun hevelep digemer, falloc'h evidon-me a ve war ho tro, alïesoc'h evit, bemde.

- A c'hell bezan, eme ar zant, mes ne deuont ket hep klask o f'ec'hejou, hep kaout keun d'eze, ha heb eur mennoz start d'en em viret dioute en amzer da zont.

Ar gentel a zougas frouez.

Bezan e oa en amzer-ze, en Pariz, eur protestant, Fransez Carrier e hano, a oa dimezet d'eur gatolikez vat, Madalen Olivier, a roas d'ezan diou verc'h. C'hoant en devoa bet d'ober d'e vugale heuilh e relijion, mes keit ha ma vevas ar vamm, houman a viras outan. D'he maro, en esper dont a benn eus e dôl, e kuitaas Pariz gant e verc'hed evit mont da Jenev, kêr-benn ar brotestanted.

Grêt en devoa d'eze kemer dilhad pôtr da vont en hent; mes eun devez, ar vugale, skuiz gant ar bale ha skuisoc'h c'hoaz gant o zad, a lazas anezan en korn eur c'hoat hag a guzas e gorf dindan eur bern strouez.

Mont a rejont goude-ze da Vilan, hag eno, dre laer, e c'helljont en em zilan en arme Charlez II, roue ar Spagn.

Eus Milan e oent kaset da Napl, hag eun devez, en eur redek war-lerc'h laeron meneziou an Abruz, unan aneze a oe lazet. Eben hen sebelias, hi he-unan, hag a zizroas d'ar c'hazern. Charlez Pimentel 'oa an hano he devoa kemeret. Eun devez ma oa gant ar zoudarded-all oc'h ober an exersiz war blasen ar c'hastel neve, ar zant hen gwelas hag hen galvas. « Me garfe ec'h afes da govez ! » emezan.

- Da govez, ha perak ? eme ar zoudard.

- Daoust ha n'out ket eur plac'h, eme Fransez, a 'n em guz evelse dindan dilhad pôtr ! Da wir hano eo Mari Carrier, ha ganet out en Pariz. Arabad d'it klask kuzet da vue ouzin, rak me oar a teus lazet da dad.

-Me n'ouzon ket petra ho peus c'hoant da lavaret, eme Bimentel. Mont a rin d'ho kaout varc'hoaz.

Eun devez ha daou a dremenas, ha da gaout ar zant Mari Carrier ebet ne deuas. Hag hen d'he c'hlask ken n'he c'havas; hag e reas d'ezi kemer dilhad he renk, kovez, kommunian ha bevan ar rest eus he bue en kristenez vat.

Ar burzud-ze a c'hoarvezas er bla 1688. Fransez a varvas d'an 11 a viz mae 1716. Mari Carrier ne varvas nemet er bla 1727, ha pa oe digoret ar prosez war bue ha war miraklou he c'hovezour, e oe unan eus an testou a oe klevet da gentan. Ar pab Gregor XVI a lakas Fransez Girolamo e-touez ar zent, er bla 1837.

*****


KENTEL

Doue ne zilez ket ar pec'her

Doue ne goll gwech ebet ar gwel 'eus eun ene, daoust pegen pell bennak e c'hell tec'hel dioutan war hent an droug, daoust pegen izel bennak e c'hell kouezan war hent an ifern, rak an ene a zo bet merket gant gwad Jezuz-Krist, ha kaer en devo an drouk-spered he labean, birviken ne ziverko ar pez a verkas galloudekoc'h evitan.

Doue a heuilh ar pec'her epad e vue, hag en deus mil doare dishenvel d'hen gervel da zizrei d'ar gêr. Eur c'holl, eur c'hlenved, eur maro a lak eur banne sklerijen da darzan 'us d'ezan, ha ma kar neuze mont da gaout ar beleg, eman kavet gantan ar vue a gas d'an hini a bado da viken.

Doue hon galv; arabad d'imp dale da zizrei; an devez warc'lhoaz n'eo ket da lavaret hen gwelfemp. Ar c'hras a deu d'imp hirie, ma n'he lakomp ket da dalvezout dustu, piou oar ha nerz awalc'h hon devo d'hen ober goude-ze ?

*****

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica