retour à la page d'accueil

page 322

Page 322

*******

Miz MAE

AN AMZER GOUDE AR PANTEKOST

Aboue an Azvent betek ar Pantekost, an Iliz ke deus dispaket dirakomp, tôlen ka tôlen, rre lidou ka pedennou kaer, bue Kon Zalver Jezuz-Krist ka mysteriou ar relijion.

Pep gouel, pep myster en devoa e liou, e vlaz, e vertuz; digas a rê d'e heul, 'barz ine ar c'kristen, eur c'kras ispisial, kag an koll grasou-ze en em gleve da stumman anezan diouz stumm ar C'hrist, an hini oa ar vammen aneze.

Ar Spered-Santel a oa e garg peurober al labour-ze ka ckom gant an ine, da harz na vije dismantret.

Adalek ar Pantekost betek an Azvent, ar c'hristen eta a zo anezan 'vel eun eil Krist, o vevan diouz ar vue dreist-natur diwanet en e greiz epad al loden gentan eus ar bla.

O vezan unanet gant Doue, e zaoulagad a zo karget mui-ouz-mui a sklerijen, e galon a nerz, gant ar mysteriou hag ar goueliou a c'hoarvez er c'houlz-man ; o c'helennadurez a sko don ennan : goueliou an Drinded, ar Galon-Zakr, re ar Werc'hez Vari hag ar Zent a ginnig pep-hini eur vagadurez c'houek a ra d'ezan 'n em stagan gant dudi ouz kement a zo abeurs Doue ha 'n em distagan a galon vat ha gant prez eus holl dreo divins ha noazus an douar.

E kerz an amser goude ar Pantekost, an ine, bet krouet enni bue ar c'hras, a zo, 'vel pa lavarfen, o tarevi ke freuz dindan grouez ar Spered-Santel.

Koulskoude, ar vue n'eo ket achu hag an emgann a bado keit ha hi. Setu perak, goude tremenet amzer ar Pantekost, an Azvent a dizro adarre hag a adkrog da stumman gwelloc'h-gwell ar c'hristen diouz hon Zalver Jezuz-Krist.

Evelse vo bep bla, ken ma vo achu reuz ar vue-man, ka tizet ganimp. 'n eun doare gwell pe welloc'h, ar skouer dizoloet dirakomp, skouer an holl barfetegez, ar C'hrist.

***

Miz mae a zo gwestlet da enori an Itron-Varia, Mamm Doue. Peurvuian, en tiegeziou hon bro, eman ar gustumans vat da lenn, bep nos, Miz Mari, war-lerc'h Bue ar Zent, epad ar miz-man.

Netra gwell eget derc'hel gant ar c'hiz-ze elec'h eo bet miret betek hen, hag he adsevel elec'h eo bet koueet.

Setu aman kanoiou levriou Miz Mari, en brezoneg Treger pe Leon, kag a vije gallet lenn en tiegeziou kristen :

Levr Bugale Mari, gant an ôtrou Chatton (yez Treger) ; Miz Mari ar C'halvar, gant an ôtrou Kerjan (yez Leon).

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzk al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica