retour à la page d'accueil

pages 302, 303, 304

Pages 302, 303, 304

*******

Skeudcn sant Jorj en iliz Botsorhel (Bro-Dreger)

Trede devez warn-ugent a viz Ebrel

SANT JORJ

Ar merzer bras (280-303)

Magnum et memorabile nomen :
Se tu aman eun hano kaer ha divarvel
.

Jorj a c'hanas en Lyda, er Palestin, er bla 280. Da seitek vla, ec'h eas d'an arme. Bezan oa eun den kaer, seven, speredek, ha ne zaleas ket da vezan hanvet da ofiser en ged an impalaer Dioklesian, a oa neuze o chorn en Nikomedi.

Jorj a oa kristen. Epad pevar pe bemp bla, e c'hallas serviji e impalaer hep nac'h e Zoue, rak Dioklesian, daoust ma oa pagan, a leze pep frankiz gant ar re a oa endro d'ezan da heuilh ar relijion a garent; evelse, e wreg Priska hag e verc'h Valeria a oa kristen.

Mes ar Sezar Galer, e vab-kaer, eun den goue ha dizesk, a c'hoarias ken brao dre zindan, ma teuas a benn da lakat Dioklesian da gounnari ouz ar gristenien.

D'ar 24 a viz c'houevrer 303, e oe embannet, en Nikomedi. ar brezel en o eneb; unan a zaou o devoa d'ober : mervel pe nac'h o Doue.

Nebeut awalc'h a droas fall : n'eus deut betek ennomp nemet daou hano hag a vije kouezet an dismeganz-ze warne : re an diou impalaerez. Eleiz, avat, tud a lez zoken, meur a hini, en devoa Dioklesian fizianz enne hag a gare evel e vugale, a roas laouen o bue, kentoc'h evit trei kein da Jezuz-Krist.

Jorj a oe unan eus ar re-ze.

Pa oe digaset dirakan, an impalaer a lavaras d'ezan :

- Den yaouank, tol evez ouz da amzer da zont ! 

Hen a respontas :

- Kristen on hag e vin ! Na dre ho pedennou, na dre ho kourdrouzou, ne refet ket d'in nac'h an Doue a anavezan. Hoc'h holl madoberou zo didalve; ar gopr a roët zo henvel ouz ar moged a zispenn au avel. Ho kalloud a dremen hag ho trôn a horjell dindannoc'h. N'arn eus keun ebet d'an enoriou ho peus laket war ma hent; ar pez a c'houlennan eo ma teufet da anaout hepdale an Doue a roio, d'ar re o devo e garet, madou hag a bado da viken !

An impalaer a c'hourc'hemennas e skourjezan dirakan, betek ma weled e eskern en noaz.

Ar merzer a c'houzanvas an tôliou-ze heb en em glemm, ar pez a oa eun dudi evit ar gristenien hag eur vez evit ar baganed.

Dioklesian, o welet nerz-kalon e ofiser, a glaskas e c'honid dre gaer. Jorj a c'houlennas mont d'an templ; ar gristenien a grene evitan; ar baganed a oa lorc'h enne.

- Petra, eme an ofiser kalonek d'an idol, pa zigouezas en templ Apollon, c'hoant az peus e kinnigfen ezanz d'it, evel d'ar gwir Doue ?

Eus genou an idol, e teuas eur vouez hag a lavaras :

- Me n'eo ket Doue on; n'eus Doue-all ebet nemet an hini a adorez te ! — Ha kerkent e helpennas diwar he zrôn, anezi he-unan, hag ec'h eas en mil damm.

Beleien an templ, o welet kemend-all, a yeas droug bras enne hag a c'houlennas e varo war an heur. Ar c'hleze a lakas war gurunen wenn e yaouankiz, kurunen ru ar verzerenti, d'an 23 a viz ebrel 303.

N'en devoa c'hoaz nemet tri bla warn-ugent. Hano sant Jorj a zo bet brudet buhan dre ar bed. En Bro-C'hall e oa enoret adalek ar c'houec'hvet kantved. Ar groazourien a bede anezan pa vezent o stounn ouz ar Vuzulmaned; e ouel a zo bepred gouel-berz gant kristenien ar zav-heol.

--------------------

KENTEL

Micher ar zoudard

Micher ar zoudard a zo eur vicher enorus. Ar madou-korf, ar madou-spered hag ar madou-ene, daslumet tamm dre damm gant ar re goz ha deut, a rumm da rumm, betek o bugale, setu aze petra eo ar vro.

Ar madou-ze a zo etre ar genvroïz; holl o deus gwir warneze; gwir d'ober gante an impli vat a garout, ha gwir ive, dre-ze, d'o difenn ouz an neb a glaskfe o laerez pe o dismantr.

Ezom a zo eta a zoudarded, evit ma c'hallo tud ar ger bevan dinec'h gant an danve-ze.

Plijadur vrasan an den en deus eun tamm peadra, eo rannan anezan etre ar re n'o deus ket, hag abalamour da ze c'hoaz, hon deus ezom soudarded hag a yelo er broiou goue, da zigeri hent d'ar visionerien a yelo davet ar boblou reuzeudik a zo eno, da lakat da baran warneze sklerijen an Aviel.

Setu aze da betra e servij ar zoudarded, ha setu aze perak eo ken enorus o micher. Tud yaouank, o vont dindan an armou, karet ho micher, karet ho trapo, glas, liou d'an nenv, gwenn, liou d'ar c'hlanded, ru, liou d'ar gwad. An drapo eo skeuden ar vro; pa zaluder an drapo, ar vro eo a zaluder !

*******

geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica