retour à la page d'accueil

page 164

Pages 164, 165, 166

*******

Kentan devez a viz Meurz

SANT ALBIN

Eskob Angers (470-549)

AIbin a c'hanas en eskopti Gwened, er bla 470, en parouz Langidik, a dud kristen ha pinvidik bras. Daoust ma ne oant ket gwall laouen o welet anezan oc'h ober ar pez a rê, en em dennas, en e yaouankiz, en manati Cincillac, e kichen an Naoned. Eno, en em westlas d'an Otrou Doue, hag e talvezas abred da skouer d'an holl.

Da bemp bla ha tregont, e oe hanvet da abad, ha dindan e renadurez, pep tra a yeas war wellât. Striz evitan e-unan, mat evit e vreudeur, e reas d'eze kerzet, primoc'h evit biskoaz, war hent ar zantelez.

Pemp bla warn-ugent oa e oa en penn e vanati, pa oe hanvet da eskob Angers, gant beleien ha kristenien ar gêr-ze. En em rei a reas holl d'e bobl. Mat oa da welet ar paour, ar c'hlanvour, ar reuzeudik.

Pa veze ezom da zifenn gwiriou an Iliz, nag ar pedennou, nag ar gourdrouzou n'hallent ober d'ezan souzan, hag abalamour da ze, lies a wech e lakas kasoni meur a hini d'en em ziskouez.

En e amzer, eskibien Bro-C'hall a 'n em vodas, war e ali, en Orleans. En em glevet a rejont eno, da gentan, diwar-benn ar Judevien, evit ober d'eze chom en o zier, adalek ar Yaou-Gamblid betek al Lun-Fask, abalamour ma tôlent dismeganz, dre o c'homzou hag o oberou, war goueliou Pask.

D'an eil, diwar-benn ar veleien a skouer fall, a dlee bezan torret diouz an oferen, ha serret en eur manati bennak, ma ne blegent ket goude ar gentel-ze.

D'an trede, diwar-benn an dimeziou etre kerent-nez, hag a oa nul, hag ar gerent a yee evelse, an eil gant egile, a dlee bezan eskummunuget.

Ar roue Childeber a roas harp d'an eskibien, evit lakat miret ar gourc'hemennou-ze dre ar vro. Albin, eus e du, n'eus fors pegement a drouz a vije gret d'ezan, a chome start en e lezen.

Bezan 'oa eur wech, en e eskopti, eun ôtrou bras a oa dimezet gant unan eus e gerent-nez hag a oa eta kouezet dindan an eskummunugen. Eskibien a oe hag a reas kement war Albin, ma lakjont anezan da absolvi an den-ze ha da gas d'ezan ar bara binniget, da ziskouez e oa savet, a neve, en renk ar gristenien.

Koulskoude e lavaras d'e genvreudeur : « Holl oc'h eneb d'in, ha senti ran ouzoc'h ! Mes ma n'eo ket dleet sevel an eskumrnunugen diwar ar pec'her-ze, Doue a c'hall c'hoaz hen miret ! »

Ha Doue hen miras, rak ar paourkez dijentil a varvas en eun tol, arôk ma oa 'n em gavet gantan kannad ar zant.

Albin a deuas keun d'ezan neuze da vezan bet re losk, hag a y'eas da Arl da gaout sant Sezer, da c'houlenn digantan petra d'ober evit repari e vank.

Pa zizroas, skuizder an hent hag ar gozni a gasas anezan d'ar be. Wardro pevar-ugent vla a c'helle bezan, hag abaoue eur bla warn-ugent e oa en penn eskopti Angers.

*******

K E N T E L

Ar bara hag ar gwin binniget,

Epad tri c'hantved kentan au Iliz, ar gristenien a gommuiiie bemde dindan doareou ar bara hag ar gwin. Ar vugale, koalskou.de. rie vezent kommuniet nemet dindan doareou ar gwin, hag ar re vras ha n'hellent ket dont d'an oferen. ne vije kaset ar gomihunLon d'eze, d'ar gêr, nemet dindan doareou ar bara.
Er pevare kantved. e teuer ha ne dostaer ket ken alïes ouz an dôl /antel. Neuze eo e teu ar c'hiz da rei bara ha gwin binniget d'ar re n'o deve ket bet an eurvat da c'hellout kommuiiian.
Evel ma ranne ar gomrnunion. an oferenner eo a ranne ive an treo binnigct-se être ar gristenien. hag ar re-man, ouz o reseo, a boke d'e zorn hag a rê sin ar groaz arôk o dibri hag o evan,
Eun nebeut eskibien bodet en Naoned, er bla 638, a lavare : « An dud fldel, pa 'z eont da zibri ar bara binniget, a die kemer ive peb a vanne gwin binniget. »

En daouzekved kantved, e koue ar c'hiz da gommunian an dud fidel dindan doareou ar gwin : aon a veze da skuilh ar goad presius. Dam ive a gave rukunus evan en eur c'halur war-lerc'h eun all; koustus oa evit an ilizou pourchas kement a win oferen evel ma renked ober. Ar c'hiz da rei gwin binniget a yeas en traou, nebeut awalc'h goude-ze, nemet en Goueled-Leon, hag en eur barouzig bennak eus Bro-Gerne, elec'h m'eo miret bepred evit an eureujou.

An dud o deve an enor da rannan an treo binniget-se, d'ar zuliou ha d'an eureujou, a dle ober gant respet ar pez a zo en o c'harg : labour an dud a ôter a reont; kaout a dleont santelez an dud a ôter.

Ar re a roer d'eze an treo binniget, arôk o reseo, a dle kas tri biz kentan o dorn deo d'o genou, en zonj eus ar pok a roe gwechall, d'an Agnus Dei, ar beleg d'ar gristenien, hag ar gristenien an eil d'egile, hag a verke ar garante a dlee bezan etre diskibien Jezuz-Krist, arôk mont da azezan ouz tol e zakramant. Ober a dleont ive sin ar groaz arôk o dibri hag o evan.

Ar bara hag ar gwin binniget a zo grêt evit rei ar yec'hed da gorf ha da ene ar re o c'hemer gant fe ha gant doujanz.

*******

Geriadurig lexique

Evit komz diouzh al levr-se / pour discuter de cet ouvrage :

Academia Celtica